,Diwar-benn an amzer.

An amzer ' zo sec’h. Abaoe pell ' zo, n’eus ket bet gwelet glav. An holl dud ' zo o tornañ e kreiz al leur. Heol kriz ' zo hag al labourerien o deus sec’hed.

Jos ' zo o tougen sac’hadoù-ed da gas d'ar solier. Kalz greun gwinizh ' zo, ha ponner eo ar sac’hadoù. Ret-mat pignat alies gant skeul ar miliner!

C’hweziñ a ra Jos, ha dour red war holl hed e gorf. Gleb-tre, da waskañ, eo e zilhad. War aon da gaout sec’hed: Jos ' ev ur banne sistr hag ur banne mat, etre peb sac’had da gas d'ar solier. N' eo ket teir eur goude kreisteiz, ha ma Josig ' zo mezv-dall, azezet o roc’hal e-barzh toull dor ar c’harrdi.

Tomm eo, hag an oabl ' zo deuet da vezañ du. Klevet ' vez an arnev o  trouzañ, ha komanset  eo ar glav bras. An holl dud ' zo aet er goudor e-barzh ar c’harrdi.

Jos, dihunet gant an dour,  digant beradur an doenn, o kouezhañ  war e benn, a lavar: « Ni en em chalo c’hoazh gant ar sec'hded ... hag ar sec'hed !».

A propos du temps.

Le temps est sec. Depuis longtemps on n’a pas vu la pluie. Tout le monde est au milieu de l’aire en train de battre. Il y a un soleil dur et les travailleurs ont soif.

Jos porte les sacs à mettre au grenier. Il y a beaucoup de grains de blé et les sacs sont lourds. Il faut grimper souvent l’échelle de meunier.

Jos sue, et l’eau coule sur toute la longueur de son corps. Ses vêtements sont trempés à tordre. De peur d’avoir soif : Jos boit un coup de cidre et un grand coup, à chaque sachée qu’il envoie au grenier.

Il n’est pas trois heures de l'après midi et mon Josik est ivre mort, assis ronflant dans l’embrasure de porte du hangar.

Il fait chaud, et le ciel est devenu noir, on entend gronder l’orage, et la grosse pluie a commencé,

Tout le monde est allé s’abriter dans le hangar.

Jos, réveillé par l’eau d’égouttement du toit qui tombe sur sa tête, dit: « Et nous nous plaindrons encore de la sécheresse ... et de la soif !".

Joseph LE DEROUT..